Kabellig Ruz

Rödluvan
gant al livour svedat Carl Larsson (1881)

Kabellig Ruz a zo ur gontadenn adskrivet gant Charles Perrault (Le petit Chaperon Rouge) e Bro-C'hall, ha gant Jacob ha Wilhelm Grimm (Rotkäppchen) en Alamagn. Ur gontadenn-bobl, meur a zoare dezhi, eo homañ. Da gentañ e oa un istor evit bugale, met kaoz ennañ memes tra eus reizh, lazhañ, debriñ tud. Enebet eo dañjer ar c'hoad ouzh surentez ar gêr hag ar gêriadenn, en ur stumm krennamzerel, goude ma n'eus stumm skrivet ebet eus ar Grennamzer.

E brezhoneg eo bet embannet gant Al Liamm, er rummad Levrioù ar vugale e 1957. E renkadur Aarne-Thompson emañ dindan an niverenn 333 .


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search